Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Discours -
Saludiñ a ra Paolig Combot memor Charlez Ar Gall, evit Ar Falz

Dindan ar glav dibaouez, araog abaoe 300 a zud, Paolig Combot, prezidant ar gevredigezh Ar Falz, a gomze en enor Charlez Ar Gall el Liorzh Kennedy e Brest evel ma oa bet kemennet

Hervé Gourmelon pour Ar Falz le 6/11/10 20:17

Dindan ar glav dibaouez, araog abaoe 300 a zud, Paolig Combot – prezidant ar gevredigezh Ar Falz – a gomze en enor Charlez Ar Gall el Liorzh Kennedy e Brest (evel ma oa bet kemennet : ( voir l'article ).)



– Evel prezidant Ar Falz a-vremañ, e fell din saludiñ memor hor mignon kozh ha ker Charlez Ar Gall, aet da anaon dimerc'her.

Skolaer e penn-kentañ e vuhez labour, en Ospital-Kammfroud e-lec'h ma oa bet ganet e 1921, ha goude kelenner matematik ha brezhoneg e Brest, e teuas da vezañ ezel eus Ar Falz adalek 1945, a-drugarez da Armand Keravel.

Un nebeud goude, galvet gant P.-J. Helias, e 'n em lakeas da sevel abadennoù war Radio Kimerc'h ; hag er bloavezh 64 e voe Charlez ar brezhoneger kentañ oc'h ober abadennoù tele en ORTF : ur wech ar sizhun e ranke mont da Roazon, pep gwener, evit ur vunutenn hanter a abadenn !

Met dreist-holl en deus diskouezet Charlez e oa un den a galon, da skwer pa gavas gwelloc'h, e 74, reiñ e zilez eus an ORTF, kentoc'h eget gouzañv ar sañsur.

Un den laik e oa anezhañ, met unan digor e spered war ar re all, zoken war ar re na oant ket a-du gantañ ; ur gwir stourmer eo bet a-hed e vuhez, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh, ur gwir skwer vat evidomp holl.

Kenavo, Charlez.

Paolig Combot

-------------------


– En tant qu'actuel président d'Ar Falz / Skol Vreizh, je veux saluer la mémoire de notre vieil ami Charlez Ar Gall, décédé mercredi.

Instituteur au tout début de sa vie professionnelle, à L'Hôpital-Camfrout où il était né en 1921, puis professeur de mathématiques et de breton à Brest, il adhéra à Ar Falz en 1945, grâce à Armand Keravel.

Peu après, à la demande de P.-J. Helias, il anima les émissions de Radio-Quimerc'h ; en 1964 enfin, il fut le premier "speaker" bretonnant de l'ORTF : une fois par semaine, chaque vendredi, il prenait le train à Brest pour Rennes, afin d'assurer une émission d'une minute et demie !

Mais surtout, Charlez s'est vite montré un homme courageux: par exemple en 1974, quand il préféra démissionner de l'ORTF plutôt que de subir la censure.

C'était un vrai laïc, un esprit ouvert sur les autres, y compris ceux qui n'étaient pas d'accord avec lui ; un véritable militant, qui aimait son pays et sa langue, un exemple pour chacun d'entre nous.

Kenavo, Charlez.

Paolig Combot

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?