Put your name here

Daou zen e penn ar festival : laouen gant an disoc'h !
Setu an daou zen e penn ar festival hag a zispleg penaos e oa tremenet, pegement a dud o deus paeet un añtre, an traoù o deus graet berzh hag an traoù n'o deus ket graet...
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 17/08/22 12:35 -- mis à jour le 17/08/22 12:35
FIL ha tud e penn ar jeu : priziañ dirak ar mediaoù :
Réalisation : fea - tvbk
(56 vues)
55795_1.png
Kenavo Asturias, demat da vro Iwerzhon e 2023 !

Setu an daou zen e penn ar festival hag a zispleg penaos e oa tremenet, pegement a dud o deus paeet un añtre, an traoù o deus graet berzh hag an traoù n'o deus ket graet... Laouen Jean Peeters hag an aotrou Maurras : 125 000 "añtre" a zo bet gwerzhet (badjoù war ar brec'h, pe mod all tikidi evit an abadennoù meur en Amfi, C'hoariva, Kleub, Palez ar C'hendalc'hioù...). 900 000 a dud : met penaos e oa bet kontet ? A-hed an deiz ? Pelec'h ?

Leun chouk an tavarnioù gant ar yaouankizoù, leun chouk an "irish sessions" e pep lec'h tro dro Tavarn ar Roue Morvan, pavilhoñs ar C'halisianiz poblekoc'h eget hini ar bobl... pedet, hini an Asturianiz... Mod all, fallgontant an dud e Torgenn ar c'hengred, hag ar re a ginnige binvioù sonerezh graet ganto. E fulor plac'h Tachad ar gomz, ne vo ket mui gwelet, Celine Benabes, hag a oa dreist evit pediñ tud a galite a skriv e Breizh hag e lec'h all : Joel Cornette, Goater, Alexis Gloaguen, ... Petra a zeuio da vout "Kae al levr" ? Gant ur sifr izel ken-ken eo chomet Ivonig ar Merdi e fulor : 6 gwech nebeutoc'h a werzh ! Pa vez Coop Breizh en arvar da vervel !!!

Hag ar brezhoneg, emit-hu ? A-drugarez da Ziwan hag a oa o vrudañ e pep lec'h an ti krampouezh war an Dorgenn, a-drugarez da Vignoned ar Brezhoneg, da Helene Bronnieg, d'an holl dud zo deuet da 6e war an dorgenn, berzh en doa graet ar c'helenn e brezhoneg war ar FIL, kazi 700 a dud a zo deuet da zeskiñ ar yezh, ar sevenadur, an anvioù lec'h hag an anvioù tud, gant ur "fest noz evit ar re nul" gant 115 a dud disadorn, kaset gant Arzella ha Momo asambles get he deadoù fall !!!

Voir aussi :
2  0   facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.