Klariz 'zo bet o teskiñ penaos ober gant ur post-soudañ evit sevel ur vleunienn houarn evit al laboused !

N'eo ket aes evit al laboused e-pad ar goañv ! Ha perak pas krouiñ ul lec'h evito e lec'h ma c'hellint en em walc'hiñ, evañ ha debriñ ?

Klariz 'zo bet o welet Lors ba 'r "Repair" evit sevel ur vleunienn houarn evit al laboused.

Ma fell deoc'h gouzout penaos implij un doullerez, ur vreolimerez ha dreist-holl ur post soudañ, ar video-mañ 'zo evidoc’h !

Istitlet e galleg hag e brezhoneg.

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.