Er sal nevez “Youenn Gwernig”, anvet diwar ar c’haner hag ar skrivagner brudet, eo bet aozet al lid-sinañ dirak dilennidi, annezidi eus ar gumun ha tud kar o yezh. An Itron Triché, maerez ha kuzulierez-departamant, he deus sinet engouestl he c’humun dirak an Itron. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar

Er sal nevez “Youenn Gwernig”, anvet diwar ar c’haner hag ar skrivagner brudet, eo bet aozet al lid-sinañ dirak dilennidi, annezidi eus ar gumun ha tud kar o yezh.

An Itron Triché, maerez ha kuzulierez-departamant, he deus sinet engouestl he c’humun dirak an Itron. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 13 a viz Ebrel, a-benn tapout label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg dindan 2 vloaz.

6 ober a zo bet dibabet dre votiñ gant ar C’huzul-kêr d’an 20 a viz Meurzh 2007 diwar ul listenn a 28 ober kinniget : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; sevel kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel aozet gant an ti-kêr; moullañ paperoù talbennet en div yezh ; skrivañ ar pennad-stur e brezhoneg er c\'hannadig-kêr ; kemer perzh er c\'houlzad bloaziek da gas war-raok ar c\'helenn brezhoneg d\'an oadourien ; aozañ un enklask da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez an implijidi.

En he frezegenn he deus meneget Lena Louarn hentad divyezhek skol publik Joliot Curie ma kaver ouzhpenn 10% eus ar vugale skoliataet er gumun. Gant ar sifr brav-se e weler sklaer pegen pouezus eo diorren un endro divyezhek evit ar vugale. Displeget he deus ivez e veze degemeret abaoe 30 vloaz gant kumun Skaer ar staj dre soubidigezh hollvrudet “Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien” a zo bet darempredet gant miliadoù a zeskerien. An Itron Anna ar Beg, e karg eus ar c’hamp abaoe pell, a oa eno gant un toullad stajidi gozh deuet da vezañ brezhonegerien dibaoe a-drugarez ar gevredigezh-se.