Bet oc'h, met n'oc'h ket ken tad pe mamm d'ur bugel e Skol Diwan ? Deuit 'ta da reiñ skoaz da Skol Diwan Roazhon !

Bet oc'h, met n'oc'h ket ken tad pe mamm d'ur bugel e Skol Diwan ?

Deuit 'ta da reiñ skoaz da Skol Diwan Roazhon !

Nevez-flamm : savet e vo ur c'huzul-skoazell da Skol Diwan Roazhon.

Piv a c'hall kemer perzh ? An holl vignoned ha pep hini ac'hanoc'h. Kement hini a zo tomm ouzh ar brezhoneg ha troet gant Diwan.

Petra eo labour ar c'huzul-skoazell da Diwan Roazhon ? Aozañ an oberererezh da skoazellañ skol Diwan Roazhon ha da vrudañ Diwan e-touez an tiegezhioù, an dilennidi, hag ar re all. Sikour Diwan da greskiñ mat.

Perak sevel ur c'huzul-skoazell da Diwan Roazhon ? Evit disammañ tud ar skol, ma c'hallo tud Diwan Roazhon kaout amzer d'ober gwelloc'h war-dro ar skol, ar 120 skoliad hag an 10 den gopret.


Kuzul skoazell Diwan zo un aozadur emren ha distag diouzh Diwan.

Kentañ bodadeg ar C'Huzul Skoazell Dimeurzh 16 a viz Du Da 8 eur 30 da noz

e Skol Diwan 31 Bali Portugal Roazhon


Bezit niverus : ezhomm zo ac'hanoc'h da reiñ startijenn ha mennozhioù fresk evit kas ar skol hag ar yezh war-raok.


Véronique Aulnette Mamm da vugale bet e Diwan Roazhon, bet prezidantez Diwan Roazhon, bet teñzorerez Diwan Roazhon, Danvez-ezel er C'Huzul-Skoazell

vero.jluc.aulnette@free.fr 06 84 11 98 57