Louanneg : diaes an distro-skol !

Louanneg : diaes an distro-skol

Nac'het eo bet c'hoazh gant an ti-kêr, ar maer hag e skipailh kuzul-kêr, degemer ar skol diwan e skol publik Louanneg, daoust d'ar plas a zo e-barzh. An abeg ? Skol Diwan a dalv skol privez, hag arguzennoù a-gozh ne oant ket bet klevet alies betek-hen.

Petra raio ar gerent ? Dec'h e oa deuet kuzul merañ Diwan Breizh evit skoazell anezho. Gant ar spi e vo kavet un diskoulm buan. E skol kristen ? Pegen diaes eo, atav hag adarre, evit bugaligoù Diwan kavout un distro-skol sioul !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...