Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Skolajidi Diwan o pleustriñ gant Tomaz Kloareg
Treizerien soñjoù, klas arzel ; a-drugarez da sikourioù Kuzul meur Penn ar Bed ha d'an Ensellerezh akademiezh e vez aozet raktresoù a lak ar skolajidi da labourat gant brezhonegerien ampart war ar vicher. Chans o deus bet re Gemper da zegemer Tomaz Kloareg, leurennier Teatr Piba.
Fanny Chauffin pour ABP le 13/04/11 23:35

Komz kreñv, distagañ, fiñval, selaou ha lakaat an destenn da vezañ klevet mat ha komprenet, setu ar pezh o deus graet 34 skolajiad an daou 5vet skolaj Diwan Kemper.

Dibabet oa bet gant ar gelennerien labourat war danvez ar mor hag ar skrivagnerien c'hoariva. Eizh tamm pemp munutenn, tennet deus pennadoù Gwilhoù Kergourlay, Naig Rozmor, Tangi Malmanche ha Goulc'han Kervella (Amoko 2, al labous hag ar peskaetaer, Jakez Kroc'hen ha Gwilhou Vihan, Beaj Maelduina).

Kregiñ a ra gant un ton telenn, ha setu Fant ha Del o komz deus an eneoù a zo er sac'h, eneoù an dud beuzet er mor. Barzhoniezh Tangi Malmanche, gant ar meskaj etre ar relijion (kredet e vez gant re a dud emañ Malmanche un den tost ouzh ar relijion pa vez benn ar fin o adijinañ ur bed kevrinus, e lec'h emañ an harz etre ar bed gwirion hag ar bed faltaziek treut-tre).

Faltazi ivez gant ar foll a vez kavet e Kergourlay hag er vro bagan. Klasel un istor a heul ar vojenn, ha dirollet egile. 2000 vloaz goude emañ tud Ker Ys bev, gant kudennoù heñvel ouzh ar re a vez bevet hiziv an deiz : bed an arc'hant, bed ar re binvidig ha bed ar follentez ...

War lerc'h e teu war al leurenn un aerc'houant en deus lonket Brendan, breur Maelduina. Penaos leurenniañ an dra-se ? Kavet e vez diskoulmoù gant Tomaz, strizh evit diskouez penaos dindan berr amzer e c'heller lakaat pep hini d'ober kalz bravoc'h, kalz gwelloc'h. Hag ez eo.

Lakaat an dud da c'hoarzhin eo ur vicher. C'hoarzhadegoù a zo bet, diaesterioù a-wechoù ivez, evit asantiñ bezañ un den all, un dudenn disheñvel-mik ouzh personnelezh ar c'hrennard a oa o c'hoari.

Krennarded o teskiñ ar vicher c'hoarier, o teskiñ bevañ a-stroll en ur raktres da gas a-hed ar bloaz, liammet gant istor Breizh met krouet hiziv an deiz, gant doareoù a-vremañ, ha laboused a bep seurt : o vervel gant al lanv du, pe o neuial er bezhin glas ...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons