ul loen
ul loen

Evel ar Japaniz, ar gallegerien, ar saoznegerien e vo klasket sevel un haiku bemdez e brezhoneg

Evel ar Japaniz, ar gallegerien, ar saoznegerien e vo klasket sevel un haiku bemdez e brezhoneg a-hed miz ar varzhoniezh, miz Meurzh

Penaos ober ? Mont war ar bajenn facebook : https://www.facebook.com/pages/F%C3%A9a/357286834458225

Bizskrivañ (h)e haiku war dem an devezh. Disul e oa an avel-vor, hiziv, dilun, eo ar boc'hruzig. Bemdez e vez embannet an tem nevez.

Ar pal : kaout plijadur e brezhoneg, sellout pizh ouzh an natur tro dro deomp, mont war raok gant ar c'hrouiñ, ober ur rouedad tud "sot gant an haiku" e touez ar vrezhonegerien.

Ha lidañ an deizioù hir o tostaat, al laboused o kanañ adarre, an natur o tihuniñ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...