Dansal ha kanañ asambles gant sonerezh Slovakia

Setu penaos e vez graet e Slovakia : kanañ (meur a vouezh), dañsal, ober tamboulinoù gant e zreid, hag huchal \"you, you, you !\"war un dro, pegen ampart int !

Pa gomzer gant Slovaked, souezhet e vezer gant ar pezh a zo anat evito hag a zo ken diaes evidomp, Bretoned : emren int (abaoe 1993), komz a reont o

Pa gomzer gant Slovaked, souezhet e vezer gant ar pezh a zo anat evito hag a zo ken diaes evidomp, Bretoned : emren int (abaoe 1993), komz a reont o yezh (ar slovakeg), ha desket o deus, buan a-walc'h ober gant an ekonomiezh ur vro 5 million a dud. Hag int da c'houlenn diganeomp : "hag evidoc'h, Bretoned, pegoulz e vo an emrenerezh ?"

Ma, "pegen hir, hir, eo an hent", 'giz oa bet lavaret gant Nolwenn Korbell. Komunisted e oant ... ha ni, en ur vro demokratel, o toujañ ouzh gwirioù an dud, o yezh, o sevenadur ... ?

Evit ar pezh a sell ouzh o folklor, ne c'heller ket lavarout eo folkloraj : kanet ha danset e vez atav e-pad an euredoù e Slovakia. Kalz hon eus, 'm eus aon, da zeskiñ diganto : kanañ a reont en ur zañsal, tremen a reont deus ar c'han d'ar sonerezh, ha diaes eo da grediñ pegen aes e teu dezho dansal traoù luziet-kenañ, gant un tizhder spontus !

Hag int da lavarout d'ar baour gaezh Marjanig Breizh : "Aet omp da Vreizh, peogwir, amañ, evidomp Slovaked, eo ar vravañ vro a zo en Europa". Ma ouifent ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...