Ur sal sinema sioul, goulennoù e-leizh. Dec'h e Kallag ha warc'hoazh en Iwerzhon, setu Soazig o respont da arvesterien Kemperle

Ur sal sinema sioul, goulennoù e-leizh. Dec'h e Kallag ha warc'hoazh en Iwerzhon, setu Soazig o respont da arvesterien Kemperle

Kinnig a ra Soazig Daniellou, renerez ar stal broduiñ Kalanna, he film "Lann vraz", ar film faltazi hir kentañ e brezhoneg, c'hoant ganti da ziskouez pegen brav e oa al labour skipailh kaset da benn, daoust d'an 50 000 euro a vank evit klozañ ar budjet. Kemer riskloù a zo un dra a blij dezhi. Gouzout a ra e vez ret stourm evit kaout arc'hant, ha n'eo ket aes bemdez.

Ne oa ket bet aes ivez cheñch ar skrid, a oa bet aozet, e penn-kentañ, e c'hwec'h lodenn gant seizh den a gemere perzh en un atalier skrivañ. Goulennet e oa bet ganti, etre miz Meurzh ha miz Eost, lakaat ar lodennoù-se da vont d'ober ur film hir. Hag adframmet e oa bet pep tra, ganti ha gant Aziliz Bourges.

Ren ur skipailh, teir sizhun-pad, a oa bet ur blijadur dezhi. Komz brezhoneg en tavarnioù, en ostaleri, lakaat aktourien da c'hoari, ar brezhoneg ar yezh nemeti implijet ganto : un taol kaer, anat eo.

Er sal e oa bet goulennoù a vil vern : tud o trugarekaat, o kanañ meuleudi dezhi, plijet gant ar sonerezh, gant an natur, gant ar skeudennoù eus Breizh, etre ar mor hag an dud oc'h ober war-dro an istr.

Breizh Soazig Danielloù a oa war ar skramm : bed an Arvor, bed ar c'hêrioù bihan, etre an davarn hag al lec'h labour, ur familh gant tud yaouank o klask o hent, tost ouzh an dud all.

E Kallag e oa dec'h hag e Pariz war ar memes tro. Warc'hoazh ez aio Soazig war vag betek en Iwerzhon, ha da c'houde, tregont gwech c'hoazh en hent evit diskouez "Lann Vraz". Bez' ez eus tud e Breizh na ziskuizhont james. Soazig a zo unan anezho.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...