Gwennyn a gas ur ton nevez e Breizh : testennoù skrivet geti ha lakaet war sonerezh pop-rok hag ur vouezh dispar ! Div bladenn a zo deuet er maez :

Gwennyn a gas ur ton nevez e Breizh : testennoù skrivet geti ha lakaet war sonerezh pop-rok hag ur vouezh dispar ! Div bladenn a zo deuet er maez : En tu all (2007) ha Mammenn (2009). Gant Patrice Marzin – ur c'hitarist hag a zo bet o labourad evit Hubert-Félix Thiéfaine – Gérard Manset, Philippe Turbin (piano, accordéon), Kevin Camus (low wistle, uileann pipe)... Kenaozet gant Ti Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna.
– Gwennyn, sonadeg, sal Émeraude, digwener 15 a viz Gouel Mikael, 8 e 45 da noz, Lokoal-Mendon. 8 euro. Evit netra edan 12 vloaz. Evit mirout : Breizh ma bro, 11 straed al Laezh, An Alré. Pellgomz : 02 97 24 40 82