Put your name here

Abadennoù a vo a-hed an hañv e Breizh
Abadennoù a vo a-hed an hañv e Breizh

Sonerien Mibien Kerne o seniñ Barzaz Kervarker
Leun chouk iliz Kroaz Santel, gant un heklev a lakae ar son da bourmen e pep lec'h etre mogerioù uhel : souezhet an dud gant live ar sonerien ha doare da ginnig oberenn ar barzh
Chronique de Kerne Multimedia

Publié le 10/07/22 18:24 -- mis à jour le 10/07/22 18:24
Abadenn Trio Kervarec ba Kemperle :
Réalisation : fea - tvbk
(436 vues)

Leun chouk iliz Kroaz Santel, gant un heklev a lakae ar son da bourmen e pep lec'h mogerioù uhel iliz doare Jeruzalem : souezhet an dud gant live ar sonerien ha doare da ginnig oberenn ar barzh Per Vari Kervareg a zo brudet e bed ar sonerien a live uhel. 'Giz en doa lavaret e fin an abadenn : "c'hoant em boa bout beleg evit lakaat an dud da sevel an iliz. Neuze, savit". Ha tout an dud en o sav da ganañ ar "Bro Gozh" e fin an abadenn.

Soner bombard, gant ur soner biniou ha sakso a feson, hag ur soner harmonium : un trio gant ur sapre labour graet asambles, tud yaouank barrek, an dra sur. Un aergelc'h ispisial, dek ton tennet eus ar Barzaz Breizh, ar re vrudetañ : bosenn Elliant, Markiz Pontkalleg, Silvestrig, ... Per Vari a gan ivez, met marteze e vefe gwelloc'h dezhañ chom o kinnig an testennoù hag o seniñ. Diouzh ar c'hiz e vez bremañ evit ur soner kanañ. Met tout an dud n'int ket Jean Baron pe Elouan le Sauce... Hag aze, marmouzañ Denez Prigent hep mouezh, hep dislipañ giz faot ar yezh... N'eo ket bet ken bourrus ha ma vefe bet ur c'haner boaz, evel Andrea ar Gouilh, Janlug er Mouel, ha kement zo tout.

Laouen-tre e oa an holl dud, loc'h enno da vout Breizhidi. Brav ar sonerezh, brav al lec'h, met bravoc'h a c'hellfe bout c'hoazh.

Voir aussi :
2  0   facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.