1175 vues

Brudañ, strollañ, stummañ : setu aze palioù ar gengevredigezh C'hoariva. Dek vloaz war lerc'h, petra zo deuet da vout palioù ar gevredigezh ?

Brudañ, strollañ, stummañ : setu aze palioù ar gengevredigezh C'hoariva. Dek vloaz war lerc'h, petra zo deuet da vout palioù ar gevredigezh ?

Pemzeg den bodet e presbital kozh daou zevezh da heul evit prederiañ, selaou Francis Favereau ha klask tresañ dazont ar gevredigezh war hir dermen.

Pa weler ar pezh a zo deuet a-benn tud bro Elsass d'ober evit ar c'hoariva e alsasianeg, pe c'hoazh an ti bras savet e Korsika evit ar c'hoariva e korseg, pe c'hoazh e lec'hioù all, e oa anat evit ar perzhidi e vefe ret mont pelloc'h.

Brav e vefe sevel ur greizenn stummañ, krouiñ evit ar c'hoariva hag evit ar c'hleweled hag ar c'hontañ, war bord ar mor, e-kichen ur c'her bras, o tegemer raktresoù nevez, o skignañ abadennoù e-barzh ur sal met ivez er maez, evel e bro Gerne Veur pe c'hoazh e teatr Kerhervy e Lann er stêr.

Lieskementiñ ar stalioù c'hoariva er skolioù, lakaat ar brezhoneg e dilhad Sul war al leurenn, gant a bep seurt skrivagnerien, c'hoariva war ar prim, c'hoariva war ar straedoù, evit c'hoarzhin evit prederiañ, divyezhek, liesyezhek...

Gant ur geidenn oad a 32 vloaz, tud stummet e Ar Vro Bagan, strolladoù a vicher evel Teatr Piba pe La Obra, tud strolladoù a youl vat evel Tro Didro, C'hoari Las pe Fubudenn, e oa peadra da gaout spi er staj-mañ evit ma c'hellfe, en amzer da zont, gant 19 strollad c'hoariva (daou strollad a oa e bloavezhioù 1970...) dre youl ha nerzh an dud gwelout ur raktres brasoc'h o tiwan.

Hag ar skol veur ? Pegoulz e vo, evel e Berlin pe e Paris ul "licence pro" evit arzoù an abadennoù ? Pe c'hoazh ur "Breizh Akademi" evit ar c'hoarierien, aktourien, konterien ? Pe ur stummadur "Acteurs Sud" evel e bro Okitania ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...