
Jorj Belz, kaner, dastumer, kelenner... Pet kasketenn evit un den o soursial deus an treuskas muioc'h evit e vrud, deus braventez ar c'han muioc'h evit ar ganerien ? Deuit da brofitañ deus unan deus ar re varrekañ e sonennoù bro Gwened !
E Sant Turian e vo aozet gant NPK ha Taol Kurun ur staj evit ar re a blij dezho kanañ ha treuzkas ar blijadur da lakaat an dud da zañsal. Tonioù bro Gwened a vo desket gant ar berzhidi, kuit dezho war lerc'h da ganañ ha da zañsal.
E sal ar gouelioù sant Turian, d'ar sadorn 15 a viz Genver, deus 9e30 betek 5 eur, pred, kemeret asambles ba "La peite auberge" e Sant Turian. Priz ar staj (gant ar boued) : 26 euro (15 euro evit ar re dindan 12 vloaz, 20 euro evit ar re zilabour)
Titouroù hag enskrivadurioù : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87 taolkurun@laposte.net
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !