Put your name here

Ur c'hlasker, c'hoarier, barzh, kaner... Peadra d'ober anaoudegezh gant un den a stourm evit ur yezh komzet a galite !
Ur c'hlasker, c'hoarier, barzh, kaner... Peadra d'ober anaoudegezh gant un den a stourm evit ur yezh komzet a galite !

Staj margodennoù gant Yann-Klaod ar Ruyet
Chom a ra pemp plas evit ar staj aozet d'ar gwener 4 a viz Du ba skol Diwan Kemperle etre 10e vintin ha 5e noz.
Annonce de Kerne Multimédia

Publié le 27/10/17 17:17 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Chom a ra pemp plas evit ar staj aozet d'ar gwener 4 a viz Du ba skol Diwan Kemperle etre 10e vintin ha 5e noz. Ampart e brezhoneg (soutenet un dezenn gantañ e skol Veur Roazhon 2), stummer e meur a staj brezhoneg, piv a oar eo Yann Klaod un den ampart war arz ar margodennoù ? Piv en deus gwelet abadennoù an teir askolenn, pa veze aozet troiadoù e skolioù Diwan (pa oa c'hoariet an hevelep pezh c'hoari e galleg evit ... 30 000 bugel !). Ul levrig da heul evit lenn an istor, istorioù simpl evit ar re vihan, gant margodennoù brav...

Setu, evit kenderc'hel gant arz ar margodennoù ha ne vezont ket gwelet kalz war al leurennoù (Strollad Kallag gant Luduennig, ha setu tout, gwechall e oa "Fanch al laer" Marivonig Berthou a zo bet enrollet hag embannet dindan stumm ul levr ivez), setu ur stummadur evit an holl, etre 9 ha 99 vloaz, gant doare da labourat gant ar margodennoù da vintin, ha goude merenn (da bep hini da gas peadra da evañ ha da zebriñ), ijinet e vo istorioù, sketchoù a vo filmet. Peadra da labourat war lerc'h gant bugale, tud deuet e kentelioù noz...

Evit lakaat hoc'h anv (8 euro evit an asurañs) : 06 79 14 96 87

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.