Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj video un devezh - Landerne - d'al Lun 15/02

Ur bern traoù a zegouez e-barzh ho korn-bro : gouelioù, stourmoù, tud ha traoù nevez, muzik… Ho tad-kozh zo aet war an oad ha c'hoant ho pefe enrollañ anezhañ… Ho

Kristian Le Bras pour Blaz Produktion le 24/01/10 3:16

Ur bern traoù a zegouez e-barzh ho korn-bro : gouelioù, stourmoù, tud ha traoù nevez, muzik… Ho tad-kozh zo aet war an oad ha c'hoant ho pefe enrollañ anezhañ… Ho kevredigezh 'n eus enrollet prezegennoù met n'ouzoc'h ket re penaos frammañ ha kinnig an danvez-se a-benn derc'hel ar pezh pouezushañ anezhañ… C'hoant 'peus deskiñ an traoù diazez a-raok mont pelloc'h : penaos ober ?

Kinnig a ra ar gevredigezh Blaz Produktion (A-hed ar C'hantved, filmoù berr war Kaouenn, ABP-TV, YouTube…) un devezh stummañ PLEUSTREK war ar penaos ober gant ar video :

• Enrollañ tud e brezhoneg (video niverel) • Filmañ skeudennoù all • Frammañ ur film eeun, en ur ouzhpennañ muzik, titloù, un nebeut efedoù • Skignañ war ar rouedad (Gouzout brezhoneg zo awalc'h – gouzout ober gant ur c'hompoder vefe mat)

D'al lun 15 a viz C'Hwevrer e Landerne, Salle Municipale, 30 Kae Leon : 9 h 30-18 h

• enrollañ diouzh ar mintin, frammañ goude lein • 10 den d'ar muiañ • priz an devezh : 35 €, da vezañ kaset da : Blaz Produktion, 21 ru Pierre Brossolette – 29800 Landerne

Skrivit / pellgomzit mar plij evit titouroù resisoc'h : krisbraz [at] free.fr, pgz. 02 98 21 30 59

(D'ar re a fell dezho lakaat o anv evit ar festival Berr-Berr (voir le site) a vo dalc'het e Kawan e miz Mae e framm Gouel ar Brezhoneg e c'hellfe bezañ talvoudus seurt staj.)

Cet article a fait l'objet de 1131 lectures.
Troour, stummer, realisatour, skriver, animatour radio
Gwelout pennadoù all Blaz Produktion
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons