Nozvezh diwezhañ ar staj "Plijadur en ti-feurm". Pedet oa bet kanerien kan ha diskan ar vro, strollad "les canards de l'Isole", ha maouezed o fardañ krampouezh evit ar strollad tud

Nozvezh diwezhañ ar staj "Plijadur en ti-feurm". Pedet oa bet kanerien kan ha diskan ar vro, strollad "les canards de l'Isole", ha maouezed o fardañ krampouezh evit ar strollad 40 a dud.

16 bugel etre 8 ha 12 vloaz o tont deus Banaleg, Plomeur, Tremeven ... oa asambles e-pad ur sizhun evit dizoleiñ an ti-feurm, c'hoari barzh ar plouz, mont da c'horo ar saout, da glask anezho er parkeier, da zizoleiñ an natur brav-eston a zo e trowardroioù Skaer.

Trede bloavezh labour ha kenlabour gant Gi Penseg, labourer douar boaz da zegemer ar vugale hag Emmanuelle Pele, ar renerez. Desket ganti ar brezhoneg e 6 miz gant Stumdi, deuet eo a-benn da ren stajoù vakansoù e Brasparzh hag e Skaer, o vodañ tro dro dezhi ur skipailh efedus. Mod-se e vez tremenet vakansoù plijus, e brezhoneg, gant brezhonegerien laouen da dremen un tamm amzer gant bugale a oar bremañ penaos e vez graet an amann, da betra servij privezioù sec'h, ha desket ganto paozioù gavotenn ar vro, eveljust !

Tost 600 bugel a zo o vakansiñ e brezhoneg er Chapel Nevez, an Oaled, e Redon, St NOlff ... Chom a ra un nebeut plasoù evit stajoù miz Eost. Evit gouzout hiroc'h :http://www.ubapar.org/rubrique54.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...