Put your name here

Prientet mat eo dibunadeg digwener !
Prientet mat eo dibunadeg digwener !

Stourm Kebeg oc'h erruout e Breizh
Stourmerien Vreizh, ar re aozet ar gwellañ e bro C'hall, prest da aloubiñ hentoù e pep lec'h evit mont da Bariz, ha war lerc'h da Vrussel
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 9/02/22 19:32 -- mis à jour le 09/02/22 19:32

Stourmerien Vreizh, ar re aozet ar gwellañ e bro C'hall, prest da aloubiñ hentoù e pep lec'h evit mont da Bariz, ha war lerc'h da Vrussel Hir e oa bet an amzer a-raok gouzout ar pezh a c'hoarveze e Kebeg gant kirri-samm war an hent, Indianed o seniñ e tamboulinoù hengounel... Ar re gentañ o doa komzet diwar o penn, kalz diwezhatoc'h eget ar rouedadoù sokial a oa bet Mediapart. Ha setu neuze, goude ar stourm bet kaset gant Amerikaned Kanada hini an Europeiz. Aozet war ar rouedad "Telegram", prientet oa bet un hir a hent gant emgavioù e Brest, Kemper, An Oriant, hag un nozvezh e Roazhon, a-raok mont da Bariz.

An abeg ? Hervezo "n'eus ket bet den ebet marv gant an Omikron, hag e vez gwallgaset ar vugale gant maskloù, laeret e vez o yaouankiz d'ar grennarded gant an diouer a frankiz a zo evito bemdez". Perak e vefe ur redi kaout ur pas yec'hedel evit mont d'ar sinema, pe da selaou un abadenn sonerezh, pa vez digor ar gourmarc'hadoù, pa vez micherioù evel ar gelennerien, skolaerien, soudarded, poliserien, n'int ket rediet da gaout ur pas ?

Grevusoc'h-grevusañ, ha sotoc'h-sotañ eo an afer : piv a gomz diwar benn an dud klañv abaoe int bet brec'hed ? Piv a vuzul ar c'hudennoù e pep familh pa vez ret ober meur a dest, ha skuizhder tout an dud a labour gant ar re yaouank hag ar vugale ?

Ur respont eo, diskouez eo niverusoc'h an dud eget ma soñjer, hag o deus dibabet un hent all. Un hent gant tud a glask titouroù, a eskemm mennozhioù, a glask muioc'h a frankiz en ur vro a zisoñj muioc'h-muiañ petra eo un demokratelezh.

Voir aussi :
1  2   facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.