E bed ar vrezhonegerien e ra trouz afer prezidant ar FMI ivez. Piv n'en deus ket komzet diwar he fenn e-pad an dibenn-sizhun-mañ ? Setu sav poent E. An Henaff.

Setu ar pezh hon eus resevet, skrivet gant E. An Henaff :

Un afer hag a ra ra kalz trouz, e Bro-Frañs hag e Stadoù-Unanet. Ne c'hallit ket digeriñ ur journal, pe sellout ouzh ar skinwel, hep bout badaouet gant ur romant gwirheñvel (siwazh) hag a lak diaes pep hini.

Evel-just, ret eo deomp asantiñ ouzh Damgred an Didamall e-keñver an ao DSK.(Lezenn Guigou). Gwir eo ne c'hallit bout nemet spontet gant skeudennoù kriz un den “tamallet” a-raok kaout an tu d'en em zifenn. Evel-just, ne c'hallit ket nemet bout feuket gant justis (Justis !) kriz ha puritan pilpous ar Stadoù-unanet.

Damgred an didamall evit ar vaouez yaouank ?

Piv a c'hallo difenn ar “reizh” evit ar vaouez-se ? Prest ivez da vout taolet d'ar chas ?

Daoust hag e vo gouiet ganeomp, un devezh, ar pezh zo erruet, e gwir, en ur gambr deus Sofitel NY ?

Gwir pe gaou ? An daou zen a oar kement-se. Marteze, evel ma vez lâret gant tud'zo, (taolit evezh, aze emaon o farsal !) en deus an AO. risklet war un tamm soavon treitour en ur guitaat e strinkadenn ?

Lezomp ar justis (memes ma ne gredomp ket kalz en ur justis bennak) gober he dever !

Met, adlâret e ran : petra zeuio ar vaouez yaouank da vezañ ? Ma z eo gwir ar pezh zo bet lâret ganti, hag ur manniel a justis vo eviti ?

N'emaon ket ur wregoulerez, anfiñ, ne oan mui ur wregoulerez evel er pennadoù 70. Krediñ'rae din e oa cheñchet an traoù un tamm ! Evidon, ur gwaz a dalv kenkoulz hag ur verc'h !

Ur palfors zo ur palfors, hag ur palfors zo un torfed

Met un dra c'hoazh ! Klevet tud uhel bro-Frañs o teurel an dismegañs war ur vaouez –marteze- palforset ? « maouez ar menaj, troñsañ ur vatezhig (soubrette), den ne zo marv », dav eo anzav eo bet taolet dismegañs ivez gant kelaouennerezed'zo, war ar vaouez yaouank. A ! memestra, n'ho deus ket an dud uhel-se lâret, « ur vaouez a venaj, UNAN ZU »

Mat : Damgred an didamall : gortozomp. Sur e ouio argant e-leizh …sikouraat ar justis !

Met un dra a zrubuilh ma spered : ma zo bet ur « dibluskadur kig » (dav din sellout ouzh ar geriadur !) perak n'he deus ket troc'het krenn an tamm ibil sanket e-barzh he beg ? A ! ar sodez ac'hanon ! Doare ar maouezed boazet da servij dindan galloud gwazed ! Ha gwir eo, gouest e vefe da vout tamallet dezhi noazhout ouzh an anterineded korfel ur gwaz !

Ur goulenn : stlejañ'raimp, ni ar maouezed, levezonet a-viskoazh gant relijionoù droch, betek fin an amzerioù, an DAMALL da vout MAOUEZ ? da lâret eo GOUZAñVEREZ ?

Evit gouzout hiroc'h, e saozneg :

http://www.guardian.co.uk/commentisfree/2011/may/17/dominique-strauss-kahn-french-media?INTCMP=ILCNETTXT3487

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...