Stroll ha Diroll Tour e skolioù Roazhon

Skol ar Frankiz, skol Jean Bosco, ... tammoù an abadenn, dirak hag a-dreñv al leurenn

1500 bugel gwelet e 19 skol divyezhek etre Gwened ha Sant Brieg e ...pevar devezh !

1500 bugel gwelet e 19 skol divyezhek etre Gwened ha Sant Brieg e ...pevar devezh !

Setu ar strollad o tiskouez e labour e Roazhon dirak 60 a dud, Lena Louarn en o zouez. Laouen e oa al liseidi da c'hoari er maez e kreiz kêr. Da c'houde e oa bet eskemmoù frouezhus gant studierien bet e Diwan ha familhoù deuet gant ar vugale.

Un avantur kroget e kentañ klas e Lise Diwan, gant sikour Yann Fanch Jacq ha Pascal Cariou, leurennier. Barzhoniel, farsus, kentelius war un dro e oa an abadenn a gonte istor div blac'h gant ar c'hoant cheñch buhez.

Plijet e oa an holl vugale gwelet e skolioù Diwan hag e skolioù divyezhek, Dihun (Sant Gwen e Gwened, sant Jean Bosco e Roazhon da skouer) ha Divyezh (150 bugel e skol publik Naoned, 70 e Roazhon e skol ar Frankiz).

Gourc'hemennoù d'ar re yaouank da gentañ evit o nerzh hag o ampartiz, ha d'an holl o deus graet war dro an trede "c'hoariva tour" aozet gant liseidi Diwan Karaez.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...