Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Logo Parti Breton
Logo Parti Breton
- Communiqué de presse -
Strollad Breizh : Deomp-holl da harpañ ur stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn Gwened
D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer e vo barnet ur stourmer eus Ai’ta e Lez-Kastiz Gwened. Hemañ zo rebechet outañ bezañ bet treuzkaset panelloù gallek eus skol-veur Gwened (Skol-veur Kreisteiz
Sébastien Girard Par Parti Breton le 21/02/16 19:09

D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer e vo barnet ur stourmer eus Ai’ta e Lez-Kastiz Gwened. Hemañ zo rebechet outañ bezañ bet treuzkaset panelloù gallek eus skol-veur Gwened (Skol-veur Kreisteiz Breizh pa vefe e Naoned an hini er Su pellañ) da stand ar skol-veur-se bet dalc’het e-kerzh Gouel Etrekeltiek an Oriant.

Koulz lavaret ez eo kement-mañ un obererezh difeuls a-dal da feulster ar Stad c’hall dre he folitikerezh kas hor pobl da get. War-bouez un dezvad kefridiel lakaet dezhi hag he bezañs e kement live ar vuhez foran e chomo sonn ha bev.

Gant-se ez ay Strollad Breizh da heul galv Ai’ta ha Skoazell Vreizh da harpañ tamallad Ai’ta ha gelver a reomp d’hon tro da vezañ stank d’e brosez.

Evit Strollad Breizh, Bertrand Deléon

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons