Fubudenn ba Lann er stêr

Danjerus ? Tamm ebet ! c\'hoariet gant ar strollad Fubudenn e festival Kerhervy Lann er stêr.

Setu strollad Kemperle, anvet "Fubudenn" o c'hoari ul lodenn deus ar pezh c'hoari "Danjerus tamm ebet". Skrivet e oa bet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg e 1980.

E Traon Kerne e vez gwelet strolladoù c'hoariva o tiwan : Tro Didro e Kemper (abadenn gentañ e-pad festival c'hoariva e brezhoneg e miz Even, un abadenn anvet "Maen war vaen", a gonte penaos oa savet iliz veur Kemper), strollad Plone8 (Romeo ha Julieta, ar fouzher fouzhet), abadenn Sant Thelo ar bloaz paseet, Teatr Piba ...

Setu strollad Kemperle, anvet "Fubudenn" (un doare bro Gwidel da lâret "fubu, c'hwil"), ul loen fall a glask flemmañ ar paour kaez Yann pe Mari arvester(ez) o c'hoari ul lodenn deus ar pezh c'hoari "Danjerus tamm ebet".

Skrivet e oa bet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg e 1980. Biel (Gabriel) Apolostik, an aotrou person a glask un erlec'hier, Trede, ur paotr "ganet ur sadorn da noz" a zo o vont da erlec'hiañ anezhañ. N'eo ket gouest d'ober ur brezegenn deread, hag a-du e vo evit asantiñ sevel ur greizenn nukleel ba Begmoger. Dre chañs emañ Soaz gozh a-enep ar raktres. Klask a raio ar strollad sevel ur fin hag ijin ar pezh a c'hellfe c'hoarvezout e 2018...

E Kerhervy, kalzig a dud ne gomprenent ket ar brezhoneg. C'hoari e-pad ar pred ne oa ket aes kennebeut. Roet oa bet d'an dud un tamm paper gant diverradenn ar pennadoù c'hoariet, ha troet e oa ur wech an amzer e galleg.

Benn nebeut e vo gwelet anezho e Skaer, Karaez, An Oriant ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...