Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stummadur 2011-2012 « mestroniañ brezhoneg da yezh kelenn »
KELENN a ginnig ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj heuliañ ur stummadur war ar c'helenn er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg kentañ derez pe eil derez
Gilbert Cabon pour Kelenn le 21/04/11 18:18

KELENN a ginnig ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj heuliañ ur stummadur war ar c'helenn er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg kentañ derez pe eil derez met n'o deus ket al live ret e brezhoneg.

Deiziadoù ha lec'h ar stummadur :

eus ar 5 a viz Gwengolo 2011

d'ar 15 a viz Mae 2012

e KELENN e Kemper

Enskrivadurioù :

Digor eo ar stummadur d'an dud :

- un diplom BAC+3 ganto,

- krog da zeskiñ brezhoneg,

- e soñj heuliañ ur stummadur war ar vicher skolaer pe gelenner divyezhek goude-se.

c'hell bezañ degemeret stajidi un diplom BAC+2 ganto met a dremeno un diplom BAC+3 prientet dre lizher e-pad ar stummadur.

Doareoù enskrivañ :

1/ Lizher kinnig ho raktres micherel da gas da Gelenn gant ho CV.

2/ Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù e miz Even.

Skoazelloù arc'hant posupl gant ar Rannvro.

KELENN – 3 straed Vañde – 29000 KEMPER

pgz 02 98 95 55 99

kelenn2 [at] wanadoo.fr

Document PDF 21851_2.pdf kinnig ar stummadur. Source : kelenn
Document PDF 21851_3.pdf "dorioù digor Kelenn" d'an 28 a viz Mae 2011. Source : kelenn
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1066 lectures.
KELENN, kreizenn stummañ ar skolioù DIWAN
Kelenn
3, straed Vañde
29000 Kemper
pgz 02 98 95 55 99
kelenn2@wanadoo.fr
Gwelout pennadoù all Kelenn
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons