Ur c'hlasad e XIXvet kantved, ar Pouldu, Kloar Karnoed
Ur c'hlasad e XIXvet kantved, ar Pouldu, Kloar Karnoed © Domaine public

28vet pennad war 40 vloaz Diwan : ur sapre hent graet, met ur stummadur hiroc'h-hirañ. Hag efedusoc'h eo evit ar vicher ?

28vet pennad war 40 vloaz Diwan : ur sapre hent graet, met ur stummadur hiroc'h-hirañ. Hag efedusoc'h eo evit ar vicher ?

Stummadur ar skolaerien hag ar gelennerien

Evit bout skolaer e Diwan... seizh vloavezh studi, evel evit bout mezeg... Penaos kemer kement a amzer a-raok labourat da vat pa oa, da vare Denez Abernot, e 1977, ezhomm da gaout ar vachelouriezh nemetken evit kelenn, hep kaout amzer d'en em stummañ war ar bedagogiezh ? Ha gant seizh vloavezh, ne vez ket gouestlet kalz amzer d’al labour er c’hlasoù... Petra eo an abeg neuze ?

Sell war stummadur ar skolaerien gant Bernard Grosjean ha Pierre Rohou

Hervez Bernard Grosjean eo echu amzer ar skolaerien a ouie ur bern traoù desket ‘maez ar skol, hag a zeue eus familhoù a bep seurt e bro C’hall. Hiziv an deiz e vez gwelet skolaerien heñvel, heuliet studioù hir ganto... Evit Jean Rohou, e teu ar skol hiziv an deiz da vout ar c’hontrol eus ar pezh a vez lavaret war talbenn pep ti-kêr : "Frankiz, breudeuriezh, dizingalded" (titl levr Jean Rohou). Ar wirionez a oa gant Pierre Bourdieu : ne ra ar skol nemet adproduiñ ar memes re, mab ur mezeg o vont da vezeg, hag ur bern bugale laosket a-gostez siwazh.

Skol an dazont : Ken Robinson ha pedagogourien a-vremañ ?

Muioc’h-mui, e broioù all, e vez lakaet an nerzh krouiñ hag al liesyezhegezh e penn ar raktresoù kelenn nevez. Den ebet ne oar peseurt micherioù a vo a-benn dek, ugent vloaz. Evel en Island, pe broioù an Norzh, ma ne vez roet notenn ebet d’ar vugale a-raok 15 vloaz ez eus ur sistem a lak an intrudu, al labour a-stroll hag an doare hiniennel da vont war-raok e-kreiz ar c’helenn. Ha neuze ? Lenn, skrivañ, kanañ, produiñ ur sevenadur a rankfe bout e-kreiz stummadur kelennerien yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg : skol an dazont a vefe Diwan, hag evit ar skoliata en Europa hag evit ar brezhoneg ? Gant ma vo ur gwir rouedad kelennerien, tud o kenlabourat, tud o klask, doareoù nevez da gelenn, doareoù a lak ar vugale war hent an emrenerezh, an doujañs, ha nompas war hent ar gevezerezh hag ar stourm evit flastrañ ar re all a zo war an hent...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...