
Etre ar 04/04/2013 hag an 28/06/2013 e kinnigo Roudour ur stummadur barrekaat war ar brezhoneg. 385 eurvezh a ya d'ober anezhañ, 35 eurvezh staj pleustrek ha 350 eurvezh stummadur. Digor eo d'an
Etre ar 04/04/2013 hag an 28/06/2013 e kinnigo Roudour ur stummadur barrekaat war ar brezhoneg. 385 eurvezh a ya d'ober anezhañ, 35 eurvezh staj pleustrek ha 350 eurvezh stummadur. Digor eo d'an holl re a oar brezhoneg c'hoazh, bet desket ar yezh ganto oc'h heuliañ stajoù hir pe dre zoareoù all. Ar pal eo gwellaat e vrezhoneg a-benn bezañ gouest da bourveziñ ar micherioù a rank bezañ arbennigourien war ar yezh war o zro. Live loc'hañ: Dav eo bezañ bet tapet al live B1 (portfolio Europa ar yezhoù) a-benn gellout kinnig e anv evit ar stummadur. Lec'h ar stummadur: e Ti Ar Vro, e Karaez. Doare-arc'hantaouiñ: Evit ar c'hopridi e c'hell bezañ kemeret e-karg ar stummadur gant OPCA an embregerezh pe gant ar FONGECIF. Evit an dud dilabour e c'hell bezañ kemeret e-karg gant Rannvro Breizh. Gouzout hiroc'h: 02 98 99 75 81 – www.roudour.com
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !