Prientiñ ar Master MEEF (Métiers de l’Enseignement, de l’Education et de la Formation) enseignement bilingue immersif breton-français.
Evit pourveziñ ar postoù nevez krouet e Diwan e vez kinniget ur stummadur d'ar re dedennet d'en em stummañ ha da zont da vezañ « kelenner(ez)ar skolioù Diwan ». Brezhoneg komzet ha skrivet hag un Aotreegezh dre ret a vez goulennet. Bloavezh kentañ ar stummadur a vez dalc'het e kreizenn stummañ Kelenn e Kemper, 15 studier bennak a vez stummet bep bloaz evit diorren hor rouedad ha pourveziñ ar postoù nevez er skolioù. Posupl eo kaout ur yalc'had gant ar Rannvro. An eil bloavezh e voc'h stajiad-ez en ur skol Diwan ha gopret gant Diwan pe gant an Deskadurezh-Stad. Ar stummadur a zisoc’h, ur wech validet, gant kontradoù-labour didermen en hor skolioù.
Donaat e barregezhioù e brezhoneg - Kelenn divyezhek, dre soubidigezh brezhoneg-galleg. Prientiñ ar CRPE, kenstrivadeg diavaez prevez ispisial Diwan e brezhoneg .
Evit kaout muioc'h a ditouroù, pellgomzit pe skrivit da : Kentañ Derez Diwan : Z.A.Sant Ernel - BP 147 - 29411 Landerne Cedex - Pgz : 02 98 21 34 95 kentan.derez@diwan.bzh
Documents liés
-
skritell da embann
-
kinnig ar stummadur
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !