150 vues

Penaos stummañ tud evit kelenn brezhoneg da implijidi an EHPADoù, en un doare efedus ha dindan berr amzer : ur staj stummañ stummerien gant Blaz Produktion

Penaos bevañ gwelloc'h en EHPADoù :
Kelenn brezhoneg d'an implijidi !

Petra ha Penaos kelenn : deskiñ ober !

ur staj (digoust) evit danvez stummerien

Kinniget gant Blaz Produktion ha Kuzul Departamant Penn-ar-Bed

d'an 3 Meurzh 2020 e Kastellin (10 -17 eur)
d'an 10 Meurzh e Pleiben (10-17 eur)

Mui devezhioù « war an dachenn »
da geñver ur staj kelenn d'an implijidi – Kemper d'an 9, 16 ha 23 Meurzh
(da vezañ dibabet hervez implij amzer an dud)

Aozet gant piv ?

Evelyne Sedlak ha Kristian ar Braz, savet gante ha lakaet e pleustr abaoe 5 bloaz un hentenn a-ratozh evit ar re a labour en EHPADoù.

Evit piv ?

Brezhonegerien reizh o distagadur hag o fouez-mouezh, kontant da zeskiñ traoù nevez ha da gelenn war-lerc'h e metoù tiez ar re gozh, pe e vefe skiant prenet gante war ar c'helenn pe get.

Chom a ra un nebeud plasoù c'hoazh
Evit gouzout hiroc'h : blazproduktion@free.fr / 02 98 86 28 02

Blaz Produktion
Keranheroff – 29690 Ar Fouilhez