Super Jean Yves... Le Drian !

1611 vues

Ton Sul Ton Nul, a heul a dost politikerezh Molag evit ar brezhoneg ba Paris, met ivez dilennadegoù evit ar rannvro hag an departamant. Aze e vez graet goap ouzh ar Ministr, bet Prezidant ar Rannvro, margodenner un tamm, ha diaes e vo d'ar Ps gallout respont d'ar c'haner...

M'ho peus c'hoant da ganañ gantañ,s etu ar paozioù :

Ton Sul Ton Null Super Jean-Jan, Super Jean-Yves a zo deuet endro barzh ar vro‘ Vit n’emp gannañ gant ar re c’hlas, a-enep d’ar re ekolo Super Jean-Jan, Super Jean-Yves ‘n eus luget endro ar mikro ‘Vit n’emp gannañ gant ar re c’hlas, hag evit savetiñ ar vro! Diskan : Super Jean-Jan, Super Jean-Yves Distro mar-plij! Distro mar-plij! Da-viken-e penn deus ar vro Nevenoe a gompreno Ha pa vez kaoz deus 100 000 den, o deus leuniet ur sinadeg Evit goulenn ur votadeg ma vefe Breizh adunanet Pe ‘n emp ganañ ‘vit un tildenn, ma yezh a-enep ur plas tomm ? Jean-Yves ‘chom seder ‘vel ur maen, Jean-Yves ne zigor ket e forn ! (Diskan) Super Jean-Jan, Super Jean-Yves, n’eo ket ret koll an amoniak! Distro er vro buan mar-plij, amañ ez eus frondoù dispak! Super Jean-Jan, truez ouzomp! Poent eo mont e penn ar vroiad Ha ma roez deomp ur yalc’had, rimp ket goap ken deus ar paeron...