Fanch Broudig, Lena Louarn, Malo Bouessel du Bourg, ... evit eskemm e brezhoneg
Fanch Broudig, Lena Louarn, Malo Bouessel du Bourg, ... evit eskemm e brezhoneg
Nevez oa buhezour an tabut,Erwan Lelièvre Rouz, met anavezet betek re gant ar vrezhonegerien an tem. Gwir eo e oa brav selaou un tabut e brezhoneg en Oriant, met perak ket pediñ tud Kembre, Kerne, Skos, Manav ... hag Akadia evit komz diwar benn hor yezhoù bihan ? Re Akadia, da skouer, ar vro pedet, hag a zo deuet a-benn, gant arc'hant bro C'hall ha diwar o youl da gomz galleg goude un aloubadeg saoz a lake hanterkant vloaz 'zo an holl da breg saozneg...
Neuze, adlavaret ez eus bet traoù diwar-benn niver a vrezhonegerien e Breizh, niver a dud o doa sinet karta Ya d'ar brezhoneg, niver a embregerezhioù a implije ar brezhoneg war ar pakadoù kartoñs (evel "traoù mat" eus Pont-Aven, da skouer), pegement a arc'hant a veze dispignet gant kuzul rannvro Breizh evit ar yezh, ha gant kuzul meur Kembre hag hini Skos...
Penaos renevezaat seurt tabut ? Gant ar vroioù keltiek all ? Oc'h implij selaouelloù ofis ar brezhoneg evit meur a yezh ? Da brederiañ. Ha trugarez d'ar festival, met ret e vo mont pelloc'h c'hoazh, m'hon eus c'hoant lakaat mennozhioù efedus da vont war raok, ha laoskel plas d'ar re yaouank, ma z'int dedennet. N'eus ket amzer da goll.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !