Paskal Hervio aterset gant ur skolajiad eus Lann er stêr

Atersadenn Paskal Hervio : perak skrivañ war an deserzh ? Perak eo ken plijet gant ar vro-se ? Ha raktresoù skrivañ all a zo war ar stern ?

E skolaj Henri Wallon int ampart ar re yaouank...

Plijet-tre eo bet ar c'hazetenner yaouank trede klas o sevel goulennoù dirak Radio bro Gwened hag an ABP gant levr Paskal Hervio.

Lentig ar skolajiad ? Tamm ebet. Ar fent, ar veaj en deserzh, istor ar paotr yaouank o tizoleiñ pobl an Douareged a gomz "tamasheq" a oa evitañ ar pep pouezusañ el levr. Prientet en doa an atersadenn gant div follenn n'en doa ket ezhomm da lenn, koulskoude, ken mestroniet e oa gantañ an abadennig.

Priz ar Yaouankiz a zo bet lennet ar bloaz-mañ gant 394 lenner eus daou skolaj publik (Lann ar stêr, Kewen), pevar skolaj Diwan (Gwiseni, ar Releg, Gwened, Naoned) ha lise Diwan Karaez.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...