2775 vues

Andre Lavanant, Tangi Louarn, Stephanie Stoll ha Yves-Marie Derbrée : un daol grenn buhezet gant Mikael Baudu dud, dre chañs,

Andre Lavanant, Tangi Louarn, Stephanie Stoll ha Yves-Marie Derbrée : un daol grenn buhezet gant Mikael Baudu

Un hanterkant bennak a dud er sal, brezhoneg ba genou an dud, dre chañs, daoust d'an dafar treiñ a vanke evit an nann-vrezhonegerien.

Kreñv oa komzoù ar re yaouank e beg Yves-Marie, gant ar c'hoant e yafe buanoc'h an traoù, en un doare efedusoc'h. Stephanie Stoll a lavare pegen diaes e oa kaout postoù, mont war raok evit Diwan, goulenn an aluzenn... Gant André emañ an tu kleiz war an hent fall.

Hag evit Tangi Louarn, eo ivez d'ar re a gomz brezhoneg bemdez, er familh, evit al labour, da labourat gwelloc'h kenetrezo : n'eus ket mui eus an UGB (Unvaniezh ar Gelennerien war ar brezhoneg), ar strategiezh da gas asambles n'eo ket resis a-walc'h...

Ha goude, da noz, dirak kreizenn Glenmor leun c'hoazh a dud oc'h eskemm, o komz brezhoneg dirak ur banne pe o renkañ al levrioù e koufr ar girri-tan, e oa ar re gozh hag ar re yaouank o kenderc'hel da sevel raktresoù.

Goude ur vanifestadeg un tamm c'hwitet (2000 pa oa 15000 e Kemper...) e vo ret d'ar vrezhonegerien dihuniñ ha mont pelloc'h evit cheñch penn d'ar vazh.

Ha kavout an doare efedusañ da gaout ur bolitikerezh yezh a yafe pelloc'h, mod-all e teuio da wir diougan Nolwenn Korbell da vintin, hag a oa o keñveriañ ar brezhoneg ouzh ur voger maen... kouezhet en he boul... Poent eo adsevel anezhi.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...