Olwen Manac'h
Olwen Manac'h

Krouet e 1994 gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle evit stourm evit ur skol nevez

Krouet e 1994 gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle evit stourm a-enep un ti-kêr ne c'helle ket kavout bod d'ar skol, setu un Taol Kurun nevez.

E penn kentañ e oa douetañs e penn an dud : penaos e c'hellfe Taol Kurun treuzvevañ, aozet gant un den a vicher gopret gant yalc'hadoù ar Rannvro hag ar Gumuniezh kumunioù ? Petra a chomfe deus spered ar penn kentañ ?

Ha benn ar fin, tamm ha tamm, e oa bet leuniet an implij amzer gant an dud a soñje ne c'helle ket ur festival a seurt-se mont da get. Ar fed reiñ ul labour e brezhoneg d'ur goprad yaouank evit diorren oberiantizoù troet ouzh ar brezhoneg hag ar c'hevredigezhoù dañs, sonerezh, gouren ... ar vro a oa ur mennozh mat.

Bremañ gant tregont oberiantiz disheñvel, ha lod e brezhoneg (ur brezegenn gant Malo Bouessel du Bourg, troet war eeun e galleg gant Sten Charbonneau), daou staj brezhoneg, ur "c'hafe pemp eur", ur "me a gan", ur filaj war an treuzkas gant Brigitte Kloareg... e vo peadra da bep hini da gavout (h)e lod. Hep ankounac'haat an iwerzhoneg gant ar film "The Kloareg" hag an euskareg gant "Bertsulari", un teulfilm dreistordinal graet war arz an Euskariz gouest da ganañ traoù war ar prim.

Festival laouen d'an holl ba bro Kemperle, bro an Aven, bro Zuik, bro Kervarker, Grall, Glenmor, dr Kotonneg ha Matilin an Dall !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...