Kemperle — E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : « Sevenadur pe

Kemperle — E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : « Sevenadur pe folkloraj? ». Krouidigezh Lors Jouin gant « ar barzh a zo deuet en dro », abadenn Theodore Botrel gant e mab bihan, Renaud Detressan, kaner e Soldat Louis, met ivez labourioù sirius Dastum gant ar pezh a zo bet dastumet e 1939, displeget d'an arvesterien gant Iffig Troadeg. 1000 bugel o selaou kontadennoù, o teskiñ dañsal (kroget o deus abaoe miz Du), o sellout ouzh filmoù e brezhoneg. Evit aozañ ar festival bodet eo bet aktourien ar sevenadur e bro Kemperle : 5 kelc'h keltiek, ha 15 kevredigezh all. Peadra da sevel marteze un Emglev nevez e Breizh. Da gentañ, a-rok reiñ ar program klok ret eo d'ar stajidi lakaat o anv evit ar stajoù da zont :

d'ar sadorn 19/12 : staj haiku gant Mai Ewen e mediaoueg Kemperle da 2eur e brezhoneg hag e galleg (tem ar bloaz-man : an troad).

d'ar sadorn 16 a viz genver : Molan - staj c'hoariva forom e galleg gant Chantal Pasquier 9e30/5e30 - staj c'hoariva e brezhoneg gant Tony Foricher 9e30/5e30 - da 5 eur, teatr forom ha Romeo ha Julieta gant« strollad Plon8 » 26 euro (gant ar pred)02 98 71 74 94 Kemperle - staj dañs « evit ar re nul » gant Yves Garin, Johann, Agnès ...2e/5 eur, digoust, sal ar c'hoad kaer

d'an 22 a viz genver - An Treou Kerne - staj brezhoneg gant stajoù Koad Pin, (4 live)9e30/17e30 - staj kan ha diskan gant Annie Ebrel (plinn - gant brezhonegerien) 9e30/17e30 Priz : 26 euro (gant ar pred) 02 98 71 74 94

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...