328 vues

Strollad bet e lise Diwan ar bloaz paseet, setu Silwink, reggae ha fent, etre "Reveulzi ar maligorned" ha "Ker Ys"

Strollad bet e lise Diwan ar bloaz paseet, setu Silwink, reggae ha fent, etre "Reveulzi ar maligorned" ha "Ker Ys"

Pa oa el lise e veze boaz Kadvael da ganañ da noz e korn butun a bep seurt traoù : kan ha diskan, kanaouennoù fentus bro gallo. Tamm ha tamm oa bet krouet gant ur strollad mignoned tro dro dezhañ, ur strollad sonerien troet ouzh ar fent hag ar reggae. Tamm ha tamm eo deuet brav ganto, gant ur fleüt a-dreuz ha trombon Marin, gitar tredan, tamboulinoù ha gitar bout. Aozet e oa bet ganto ur ganaouenn evit ar Redadeg, c'hoariet war an hent e Montroulez, Dinan ha Kemper.

An Erer kozh, un enrolladenn e CLAJ, ha leurennoù a vo digoret dezho bremañ. "Ker Ys" adnevezet gant ar c'haner, "reveulzi ar maligorned" (ger stur ar strollad a zo "Artichaod") ha "kan ar redadeg", setu an teir c'hanaouenn oa bet kanet gante. Pa oa bet resevet ar maout ganto, huchet o doa "Ha Naoned e Breizh !".

Brezhonegerien yaouank en o bleud ha krouerien sonerezh an dazont ? E Speied dindan ar stered disadorn da hanternoz e oa Kaou Langoet, Kaou an Davay, Yuna, o sellout ouzh o breudeur vihan : trec'h e oan bet e bloavezhioù paseet int ivez, gant ar strollad "Gimol Dru Band", "Eien" hag "Adnoz".

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...