Teir vouezh aour

Un tamm deus an abadenn a zo bet d\'an 10 a viz Eost gant Annie Ebrel, Nolwenn Ar Vuhé, Marthe Vassalo

Brudet int abaoe pell. Met nevez ha fresk evel ur prad e miz Mae eo an abadenn o deus kinniget an teir vorganez dec'h.

Ul laouenan, un durzhunell, ur c'hazh, ur yar ... C'Hoari a ra an teir c'hanerez gant paozioù ar sonennoù hengounel emaint o kanañ. Un ton disheñvel, ur c'han ha diskan o cheñch kanerez bep tro. Ur gontadenn gant mab ar roue lazhet gant e vreur ...

Fent, kempouezh eo plas pep hini gant ur personelezh disheñvel-tre : Annie leun a startijenn miret, Marthe o c'hoari gant he blev hir, doare moue ur vorganez, ha Nolwenn, mousc'hoarzhus hag o reiñ un tañva deus bro Wened gant ar pezh a vez kanet ganti.

Laouen kenañ oa an dud en Oriant o selaou an teir flac'h, o tougen uhel an hengoun kanet e Breizh. Enoret o deus an itron Bertrand (kanet e oa Skolvan gant Marthe) ha Manu Kerjean, gant ur polka.

Krouet o doa doareoù nevez da ganañ gant ur vouezh disheñvel evit pep hini. Plas a oa ivez evit mod kanañ pep arzourez, gwerzioù hir ne vezont ket klevet kalz hiziv an deiz, istorioù o tont deus pell.

E fin an abadenn, galvet adarre, goude ur gavotenn, kuitaet o deus an arvesterien gant ur ganaouenn e galleg, Marthe o seniñ piano war ur veñveg e plastik, ur c'hoariell, hag e oa an teir o sellout ouzh an dud, en o sav, pell-tre deus istorioù folkloraj an nozvezh-mañ servijet war France Inter da un eur noz evit enoriñ ar Festival sañset.

Breizh o krouiñ gant gwirioù don, setu ar pezh a zo bet klevet gant ar re o deus bet ar chans da selaou anezho.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...