
Aet eo war-wel handelv 5.0 Thunderbird, postelerezh Mozilla ! Ur meziant herrekoc'h hag hebleustroc'h a ginnig Mozilla.
Aet eo war-wel handelv 5.0 Thunderbird, postelerezh Mozilla !
Ur meziant herrekoc'h hag hebleustroc'h a ginnig Mozilla.
Lañset buanoc'h, gant emzalc'hioù herrekoc'h e ra Thunderbird gant keflusker an deouez Gecko 5 (hini Firefox ivez) ha gant un ardoer askouezhioù nevez.
Daskemmet ha gwellaet eo bet skoazeller ardeiñ ar c'hontoù hag ardoerezh an ivinelloù. Skrammet e vez ment ar pezhioù stag bremañ.
Peurlipet eo bet troidigezh Thunderbird e brezhoneg gant An Drouizig.
https://www.mozilla.org/br/thunderbird/ http://www.mozilla.org/en-US/thunderbird/all.html http://www.drouizig.org/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !