Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Tost da 100 000 den e straedoù Breizh evit lâr « nann d’ar c’hKIK »
Tost da 100 000 den e straedoù Breizh evit lâr « nann d’ar c’hKIK » ! Sed aze ar sifroù bet dastumet ganeomp evit gouzout pet a dud o doa kemeret perzh er manifestadegoù ez-niverus aozet un tammig e pep lec’h e Breizh a-enep d’ar c’hKIK (Kevrad Implij Kentañ): Roazhon :
Erwan Ledu Par SLB le 8/03/06 11:57

Tost da 100 000 den e straedoù Breizh evit lâr « nann d’ar c’hKIK » !

Sed aze ar sifroù bet dastumet ganeomp evit gouzout pet a dud o doa kemeret perzh er manifestadegoù ez-niverus aozet un tammig e pep lec’h e Breizh a-enep d’ar c’hKIK (Kevrad Implij Kentañ):

Roazhon : 20 000 Naoned : 30 000 Brest : 12 000 Kemper : 4000 Sant Brieg : 12 000 Gwened: 2500 An Oriant : 6000 Sant Nazer : 4000 Kastelbriand: 400 Redon: 200 Felger : 150 Dinan: 100 Gwitreg : 100 Pondi : 1000 Sant Maloù : 150

Laouen omp bet o welet kement a labourerien o tibuniñ er vro. Sed aze un diazez mat evit kenderc’hel gant ar stourm en deizioù o tont hag evit lakaat da blegañ ar gouarnamant gall en ur rediañ anezhan da dennañ e raktresoù kontrol ouzh interestoù al labourerien. Ma rankomp stourm skoazh ouzh skoazh gant labourerien ar c’hwec’hkorn evit bezañ trec’h, arabat eo gortoz kenebeut ali hag aotre renerien sindikadoù Pariz. Evit bezañ trec’h e rank ar stourm bezañ aozet ha renet adalek an diaz evel m’eo bet graet gant ar studierien hag al liseidi e Breizh adalek penn kentañ ar prantad stourm kalet mañ.

Kondaoniñ krenn a reomp ar feulster implijet gant polis Bro-C’hall dec’h e Ti-Gar Roazhon a-benn skarzhañ ar vanifesterien bet war an hent-houarn. An emgannioù er straedoù tro dro d’an ti gar bet da heul a oa ur respont reizh ha pleustrek d’un dagadenn feulst tre (meur a studier zo bet gloazet gant an taolioù bazh hag ar grenadoù lakrimojen). Bet omp kevred gant 700 kant manifester e fin an abardeiz dirak komiserdi Roazhon a-benn diskwel oamp kengred gant ar re bet tapet en ti-gar. A-benn ar fin eo laosket da vont al lisead nemetañ bet paket. Tamallet eo bet hag eo vo barnet diwezatoc’h.

Chomomp unvan et stourm hag e vimp trec’h !

Evit SLB Skol-Veur Roazhon 2 : Jonathan Guillaume. slbskolveur [at] no-log.org (voir le site)

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 2 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons