- Agenda -
Tournamant melldroad d'an 13 a viz Mae
Skoazell Skolaj Diwan 44 ha Kentelioù an Noz a ginnig an eil tournamant melldroad gant pempzek skipailh 7 c'hoarier, brezhonegerien pe get.
Warlene, tost 100 c'hoarier o doa kemeret perzh en
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 27/04/12 15:19
Skoazell Skolaj Diwan 44 ha Kentelioù an Noz a ginnig an eil tournamant melldroad gant pempzek skipailh 7 c'hoarier, brezhonegerien pe get.
Warlene, tost 100 c'hoarier o doa kemeret perzh en tournamant. Ar bloaz-mañ e vo an emgav d'an 13 a viz Mae war tachenn Noe Lambert bali ar re blevek (boulevard des Poilus) e Naoned. Memes mont-tre eget ar skolaj, tost ouzh an niverenn 45 ar straed. ("lec'h cheñchet d'an 9 a viz Mae") Kregiñ a raio da 10e mintin. C'hoariet e vo betek 5e.
Digoust ha digor d'an holl eo an tournamant. Ur rann evit ar re-yaouank a zo bet rakwelet gant skipailhoù bugale etre 7 ha 10 vloaz. Servijet e vo boued hag evajoù war al lec'h. Ar gounidoù a vo implijt evit skoazell ar yezh.
Lakait ho'ch anv!

Voir aussi sur le même sujet :
breton, loisir, stage

Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Vos 0 commentaires