Treizerien soñjoù kroget mat e Kemper gant pemp raktres : skrivañ gant Mai Ewen, yoga gant Manu Mehu, kan ha diskan gant Louise Ebrel, kontañ ha kanañ gant Jean Floc'h ha Kristian Duro, ha c'hoari pezh gant Tomaz Kloareg deus an Teatr Piba.

Chans o deus  skolajidi Diwan da gaout dindan ur sizhuniad kement a vrezhonegerien a-vihanik ha gouest da reiñ dezho kement a alc'houezioù evit dizoleiñ ar brezhoneg. A-wechoù n'eo ket aes : "Perak distagañ ken difonn ? Perak n'eo ket memes brezhoneg ha ni ? Ne m'eus ket komprenet tout.

Met a-benn ar fin e weler anezho o selaou gwelloc'h hag o reiñ un tamm liv d'o brezhoneg, un tamm paour ha divlaz anezhañ. 

Deskiñ kontañ o deus graet gant Kristian Duro ha Jean Floc'h deuet da gontañ "Ar Chevailher " dezho. Deskiñ distagañ ha lenn gwelloc'h an destenn e oant kroget da bleustriñ warni gant Tomas Kloareg. Hag ar strollad kan ha diskan,  daouzek plac'h hag ur paotr ennañ, o deus desket kanañ ur plinn, ar pachpi hag un ton da selaou. Gant Louise eo kreñvoc'h al liammoù : merc'hed plijet gant ar c'han, fromusañ an darempredoù gant profouigoù bihan, kanaouennoù kompozet. 

Goude an emgav kentañ e chom kalzik  labour, deskiñ gwelloc'h, gouzout pozioù ar "chansonioù", gallout fiñval ha labourat asambles. 

Evit ar re 6vet eo diaes a-wechoù chom peoc'h e-pad pell, diaes doujañ ouzh ar re all, hag ouzh an den deuet da gontañ marvailhoù dezho. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann. 

Gant emgavioù reoliek e vez graet pazennoù bras. Emgav a-benn miz Meurzh eta evit gwelout araokadennoù ar re yaouank. Ha brav al labour kaset a-drugarez da Guzul Meur Penn ar bed evit sikour seurt degouezhioù. ■