92 vues

Dizoleiñ ur vro gant a bep seurt traoù : ar boued, baleadennoù, ar sonerezh, ar sinema, an abadennoù, ar sanktifikad...

Dizoleiñ ur vro gant a bep seurt traoù : ar boued, baleadennoù, ar sonerezh, ar sinema, an abadennoù, ar sanktifikad...

Pa vez selaouet brezhoneg bro Kemperle a-dost, n'eo ket aes kompren langaj an dud. Evit kompren ha war lerc'h preg brezhoneg ar vro e oa bet enrollet, dastumet, filmet tud.

Setu neuze brezhonegerien a zo gant ar c'hoant treuzkas. Da bep hini d'ober un tamm hent. Benn nebeut e vo iztitlet e brezhoneg hag en galleg, 'giz oa bet graet e 2014 ha 2013 gant tud ar gevredigezh Kuzul skoazell Diwan Kemperle, ar filmoù graet a-nevez.

Evit an tro dro, setu roll an abadennoù :

  • d'ar yaou 2 : abadenn Melaine Favennec, arzour ar vro
  • d'ar gwener 3, 6e noz : abadenn sinema gant Niza gwenn ha du, ha "si tous les gars du monde" filmet war chaluter porzh Brigno ba Molan
  • d'ar sadorn 4, 2e goude merenn, sanktifikad 1936, hini Denise Le Franc
  • d'ar sul 5 : baleadenn ganet, emgav dirak skol Kervilin, pik nik war bord ar mor, stalioù natur, c'hoarioù, sardin gant bara amann, kezeg, ha hentoù bord ar mor etre Dolan ha Merien, digoust pep tra 'met ar sinema...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...