Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Chadenn Tro Dro dit : selaou brezhoneg ar vro
Chadenn Tro Dro dit : selaou brezhoneg ar vro
- Chronique -
Tro Dro Dit, ur chadenn evit ar vrezhonegerien kozh ha yaouank
Kroget ur bloaz ' zo, e vez kalzig a dud o vont da sellout ouzh filmoù berr ar chadennig Tro Dro Dit
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 13/04/20 20:05
Krampouezh mamm-gozh : penaos dastum anezho ? Penaos implij anezho ? :

A-drugarez da Gemperle Kumuniezh, ha da aktourien Ti ar Vro, gant skoazell Kuzul Meur Penn ar Bed oa bet kroueet ar chadenn Tro Dro Dit.

Simpl eo : klikit war You Tube, war lerc'h war Tro Dro Dit ha goude, gallout a rit lakaat an iztitladur e galleg pe e brezhoneg. Dre ma vez graet pep tra a youl-vat bremañ, 'wechoù ,n'eo ket echuet penn da benn al labour.

16 kumun, 16 doare da breg brezhoneg, setu perak e vez kavet 16 playlist gant brezhoneg bro Gwened An Arhanaou, brezhoneg Kloar ha Rieg, gant brezhoneg Skaer eo un tammig aesoc'h da gompren, met digarez ebet evit chom hep kompren ho amezeien bremañ !

Klasket e vo brudañ ur video ur wech an amzer war an ABP evit lakaat 'noc'h da selaou, da gompren ha da breg muioc'h-mui !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 5) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons