Anne Postic, un delennourez ampart

Setu un ton bro Skos c\'hoariet gant Anne Postic, ganet e Mellag ha deuet en dro da seniñ en he bro.

Degemeret ar valeerien gant Fañch hag Anne Postic, Anne-Marie Colomer, Alan Peron, Yann-Ber Derredel ha Fulub Guern...

Barradoù glav da vintin, gleb ar geot evit mont da vale. Ne vern,heuliañ a ra ur vandennad 27 den an heñter Jean-Yves Toullec evit dizoleiñ trowardroioù an Isol, embregerezhioù, ar Vilin Wenn, musisianed war an hent hag ur bern traoù souezhus all.

En iliz, sioul hag aketus an dud : abadennig telenn gant Anne Postic, tonioù ar vro ha tonioù bro Skos, bro Iwerzhon. Ha pep arvester da veajiñ war kordennoù an avel o c'hwezhañ dre vizied an delennourez ampart. Da c'houde e vo he zad, Fañch, o tisplegañ piv oa an abad Henry, un den sot gant ar brezhoneg, levezonet kalz gant ar Gonidec, ha brezhonegerien bro Leon. Solfadurezh troet e brezhoneg gantañ, buhez Sant Isidore, ur bern testennoù sakr ...

Ne baoueze ket Fañch da reiñ munudoù buhez ar beleg. Meneget en doa e oa an abad Henry enoret e Mellag pa oa bet e bloavezhioù 1930 gouel ar Bleun Brug, d'ar mare-se e oa un aotrou Henry, deuet da vezañ maer ar gumun, ha komunour da vat. Tremen a ra an amzer, paotred ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...