Goude tro dro Kloar, ha tro dro Reier an Diaoul, setu Tro dro Mellag.

E bro Loeiz ar Penseg, bet ministr ha maer meur a wech ar gumun, e vo graet pemp tro bale. Pevar vo dieub, hag unan a vo hentet gant Jean-Yves Toulec, evit kemer un hent nevez, treuziñ an Isol e embregerezh sevel paper sigaretennoù Mauduit, ha distreiñ dre boull an naered, ar vilin wenn...

Degemeret e vo an holl, aes e vo ar rando Kernot (7 km), evit dizoleiñ maner Kernot, diskouezadeg Paranthoen, hini Rainer Gross, selaou Brigitte Kloareg hag ur soner fleut ...

E rando bord an Isol e vo un tammig diaesoc'h bale, met brav-eston eo ar ster : ledan, gwez brav, pontig Namour, milin gwenn, "Poull du ar re baour" veze graet gwechall diouzh al lec'h-mañ. Aze e c'hello ar baleerien selaou akordeons, gwelout ur pesketour, kejan ouzh ur buhezour natur a zisplego e pelec'h e vez dozvet uioù gant an dluzhed, ... Pelloc'h e vo daou dekinisan "Ajañs an dour" kumuniezh kumunioù o tisplegan mont en dro un "uzin dour" o tigeriñ a-benn daou viz evit produiñ dour evit 7 kumun ar C'hocopak (kumuniezh kumunioù bro Kemperle).

Evit ar re a erruo goude, e vo meur a dra d'ober e bourc'h Mellag : kezeg, c'hoarioù Breizh, tro ar vourc'h gant Fanch Postic, Anne-Marie Colomer : an abat Henri, ar presbital, istor keriadenn Mellag pa ne oa nag a skol, nag a diez ... Bez vo sonerezh gant Kanvaled Kerne, ha strobinellerezh gant an aotrou Dany Trick, brezhoneger ivez.

Ha war an hent, souezhadennoù, sonerien daou ha daou, ur sorserez e Kergoz, ...

D'ar sul 11 a viz Gwengolo, adalek 9 eur betek 4 eur.

evit gouzout hiroc'h : trodro@laposte.net

https://www.abp.bzh/fetch.php?id=19617&searchkey=tro%20dro=

https://www.abp.bzh/fetch.php?id=16189&searchkey=gauguin=

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...