- Agenda -
Tro ha Bistro gant Aplud e Naoned d'ar Gwener 12 a viz Even
Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h gant Kentelioù an Noz en un ostaleri e Naoned. An dro da gomz brezhoneg gant un aergelc'h plijus. Evit ar flaperien,
Par Julia THEPAUT pour Kentelioù an Noz le 8/06/15 17:18
Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h gant Kentelioù an Noz en un ostaleri e Naoned. An dro da gomz brezhoneg gant un aergelc'h plijus. Evit ar flaperien, ar re a blij dezho stammañ, c'hoarier c'hartoù, c'hoarioù-stroll, evit an neb a gar !
Da-geñver an Dro ha Bistro diwezhañ, d'ar Gwener 12 a viz Even, eus ar bloaz e vo degemeret Sten Charbonneau gant ar c'hoarioù a-stroll Aplud krouet gantañ ! Plijadur 'vo o c'hoari gant "Din an Dorn" ha "Klask ar ger" an holl asambles e brezhoneg !
Digwener, Da 7e er c'hafedi Ti-Akabi, 6 bali Bellamy, e Naaned. Digor d'an holl.
Muioc'h a ditouroù war breton-nantes.org pe d'ar 02 40 20 39 74

Voir aussi sur le même sujet :
brezhoneg, kaozeadenn, kafe

Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Vos 0 commentaires