
Ijinet gant Isabelle Le Nabat ha treset gant Envel Kervoas, Bolomelen a zo haroz ur vandenn-treset embannet gant An Here e 2002. E 2012, 3 istor nevez oa bet krouet
Ijinet gant Isabelle Le Nabat ha treset gant Envel Kervoas, Bolomelen a zo haroz ur vandenn-treset embannet gant An Here e 2002. E 2012, 3 istor nevez oa bet krouet digoust evit al lec'hienn Webklas.
Er miz-mañ ez eus tu deoc'h adkavout oberennoù klok Bolomelen e stumm niverel war al lec'hienn Difetis.
Kavet e vo ivez evit ar vugale « Ostilhoù Gweltaz » treset gant Fañch Ar Ruz hag embannet gant Keit Vimp Bev. Kont a istor Gweltaz ne gav ket e vorzhol. Mont a ra da glask anezhañ oc'h ober tro e vignoned. Pelec'h 'ta emañ erruet ?
Tu zo ivez pellgargañ pladenn digoust Skol Diwan Pondi : « Kanomp uhel », deuet er maez warlene.
Met ar re vras n'int ket lakaet da gostez, gant Romant-polis « An avel en ho plev » embannet gant Al Liamm ha gounezet an eil priz er priziou 2013.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !