Trouz an noz : ur strollad rock e Banaleg

E pub Tad Kozh, setu strollad Trouz an Noz. Pebezh startijenn a zo ganto !

Pevar strollad a zo bet meneget e abadenn Tracks, war Arte. E touez anezho, ur strollad deus Lannuon, leun a startijenn, gant komzoù stourmerien evit ar vro, evit ar brezhoneg, evit al labour douar a zouj ouzh an douar.

Ur strollad gant ur c'haner, daou gitarour, un tambouliner, div blac'h a ra trouz er mikro. Hag ur video e fons ar sal gant skeudennoù a bep seurt. 150 den yaouank bodet e tavarn "Pub tad kozh". Un tavarnour eurüs, o servij bier nevez fardet gant Visant, ar bier "Taol Kurun". Kanañ a reont e galleg, brezhoneg ha galloeg.

Pebezh startijenn ! A-enep ar faskourien, a-enep an agrobusiness, evit ur vro digabestr eo Trouz an Noz. Strollad politikel en ur mod. Niko, e penn ar strollad eo labourer douar bio. Ouhzpenn ar sonerezh rock a zo gant ar re-se : ar c'hoant da lakaat ar re yaouank emskiant deus ar pezh a vez bevet er vro.

Avit gouzout hiroc'h : http://www.tan.lautre.net/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...