Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
UDB Kreiz-Breizh a skoazell ar re a sav a-enep raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel e Trabrivan
U.D.B. Kreiz-Breizh prederiet gant dazont an ekonomiezh hag an endro e Kreiz-Breizh a zo nec'het gant raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel 930 gwiz ennañ hag a produfe 25 000 pemoc'h bihan ar bloaz
Nil Caouissin Par UDB le 21/07/08 5:47

U.D.B. Kreiz-Breizh prederiet gant dazont an ekonomiezh hag an endro e Kreiz-Breizh a zo nec'het gant raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel 930 gwiz ennañ hag a produfe 25 000 pemoc'h bihan ar bloaz !

Chalet gant ar saotradur a c'hellfe degas hañvouez ar moc'h, e skoazell U.D.B. ar re a sav a-enep ar raktres. Goulenn a ra ma vo renablet an holl dakadoù gleborek a vo tapet gant raktres ar steuñv-skuilhañ.

UDB a c'halv tud Kreiz Breizh da gemer perzh en emgav a vo d'ar Sul 28 a viz Gouere da 2 eur e bourk Trabrivan. Eno vo moaien selaou sonerezh, kaozeal gant tud all ha sinañ ar skrid-goulenn evit ma vo renablet an takadoù gleborek. Deuit niverus !

UDB Kreiz Breizh

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons