Roet eo bet Priz ar Vugale 2010 da Uisant Crequer evit e levrig "Brezel ar porzh c'hoari", an eil a zo aet da Vuriel Morvan, evit "Etre ki ha kazh". Plijout

Roet eo bet Priz ar Vugale 2010 da Uisant Crequer evit e levrig "Brezel ar porzh c'hoari", an eil a zo aet da Vuriel Morvan, evit "Etre ki ha kazh".

Plijout a ra d'ar skolidi Patricia Chorlay e Kommanna, levrioù farsus embannet gant Keit Vimp Bev. N'int ket re hir da lenn, hag er c'hlas, ar re CE2 zoken a zo sot gant al lenn ! Kejet o deus gant Uisant ha kroget o deus da skrivañ un istorig gantañ. Alan ar Gac ha Marc Masson a oa aze evit kalonekaat al lennerien yaouank.

20 skol o deus kemeret perzh : skolioù Diwan Tregon, Montroulez, Lannuon, Brest, Gwitalmeze,... skolioù publik Landerne, Pondi, Gourin... Sacre Coeur Lesneven, Teiz, ...

200 lenner , ha 65 % deus outo o deus votet evit Uisant a oa bet trec'h evit "Gwad ar Grannared" e 2009 dija. Ul levr all a zo war ar stern, ur vandenn treset, ha marteze ur filmig gant e breur ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...