Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Distrujoù e Mykolaïv (etre Kherson ha Odessa)
Distrujoù e Mykolaïv (etre Kherson ha Odessa)
Distrujoù e Mykolaïv (etre Kherson ha Odessa)
Distrujoù e Mykolaïv (etre Kherson ha Odessa)
Un apotikerezh zoken
Un apotikerezh zoken
...
...
- Chronique -
Ukraina a-raok ar brezel hag e 2014
Penaos ha pegoulz e krogas ar brezel en Ukraina? Abaoe 8 vloaz n'eus peoc'h ebet er vro-man.
Anna Mouradova pour Anna Mouradova le 10/03/22 15:01

Eman breman abaoe fin miz C’hwevrer ar bed a-bezh o heulian keleier eus Ukraina: ur brezel spontus ha digomprenus evit meur a zen. Kouslkoude n’eo ket e 2022 e krogas ar brezel etre Bro-Russia hag Ukraina.

E 2012 e oan pedet da labourat e Skol-Veur ar Mor Du e ker Nikolaev, e Ukraina. Eno e veze desket meur a yezh hag e oa tud dedennet gant ar yezhou geltiek ivez. Kinniget e oa din neuze ober prezegennou e-pad ar sizhun diwar-benn yezhou ha sevenadur broiou keltieg. Ur gelennerez yaouank anvet Anna VIsko a rae war-dro kement tra. D’ar mare-se e oan o vevan e Moskov ha labourat evit Akademiezh Bro-Russia. Kaset e oa pedadenn Skol-Veur ar Mor Du d’am renerien en un doare ofisiel. Breman, dek vloaz goude eo diaes da gredin e oa ken aes an traou.

Eman ker Nikolaev, pe Mikolaiv en ukraineg nepell eus ar Mor Du, hag e krog hec’h istor e 1788 pa voe divizet sevel ur porzh mor e Kreisteiz Ukraina. Plijus e oa evidon labourat eno ha goude bale e stradou ledan dindan an heol tomm-berv. Sioul ha hegarat e oa an dud, lod vrasan anezho a gomze rusianeg.

Ret eo lavarout e oa diouyezek Bro-Ukraina a-raok ar brezel. Ukraineg a zo yezh ar stad abaor 1991 met lod eus an dud a oa boaz da gomz rusianeg etrezo pe euze un doare meskaj an div yezh anvet sourjik. Tost eo ar rusianeg hag an ukraineg, an div yezh slavek ha n’em boa biskoaz kudenn ebet gant va studierien: e rusianeg e oa va c’henteliou, a-wechou e veze gouennet tra pe dra diganin en ukraineg, respont a raen e rusianeg. Setu perak e oan souezhet goude pa grogas lavarout ar bolitikerien e Bro-Russia e veze kudennou gant ar re a gomz rusianeg en Ukraina.

Goude se bep bloaz e teuen da labourat e Skol-Veur Mor du. Met e 2014 e oa start an traou. Goude an dispac’h e Kiev anavezet evel Maidan (diwar anv ar blasenn Maidan Nevalejnosti e Kiev e lec’h e veze emganou) e krogas diaesteriou etre Ukraina ha Bro-Russia. Spontet e oa gouarnamant Bro-Russia gant pezh e c’hoarveze e Br-Ukraina, rak evel-se e c’helle bezan e Moskov ivez. Setu e voe divizet “savetein” ar re a veve en Ukraina hag a gomze rusianeg eus an nasionalisted. Staget e oa Krimea ouzh Bro-Russia hag e krogas ar brezel e Donbass. Hanter-zistrijet e oa keriou Donetsk ha Lougansk.

D’ar mare-se e oan o chom e Tbilisi, kerbenn Bro-Jeorji, ha dav e oa din dont da Nikolaev evit va c’henteliou er Skol-Veur. D’ar mare-se evel-just ne oa ket kaset ar bedadenn d’ar renerien en un doare ofisiel, dav e ao chom hep menegin va zammig labour en Ukraina. Ur gudenn all e oa – va fasport russian… Hogen gant pedadenn a-berzh ar Skol-Veur ne oa kudenn ebet evit bezan lezet da zont er vro. Degouezet da Odessa a-gevret gant Anna Visko aet on da Nikolaev gant ur c’harr boutin. O tostaat ouzh Nikoaev e welemp soudarded hag un doare check-point graet buan-ha buan gant seier leun a draez. An talbenn a oa nepell eus Nikolaev e ker Marioupol. D’ar mintin e oan o kontan d’am studierien istor lennegezh Breizh ha Kambre ha goude evan ur banne kafe gant kelennerien all. Meur a itronezed a gomze diwar-benn o zud kar aet d’an talbenn. Ur wir brezel e oa etre Ukraina ha Bro-Russia, un dra diaes da gompren rak evit an holl abaoe pell e oa rusianed hag ukrainianed breudeur da viken. Hag evel se a oa e-pad eizh vloaz betek 2022, hag e oa deuet Donbass ul lec’h etre an div vro evel Pridnestrovie e-kichen harzou Moldavia pe Osetia hag Abkhazia e Jeorji.

Voir aussi :
4  0  
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons