Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de site -
Ul lec'hienn bannoù treset nevez, e brezhoneg 100% !
Ijin ha fent, setu ar pezh a vez kavet war lec'hienn Padrig, ganet d'ar c'hentañ a viz Genver 2011. Ha gant kement a fent e vez displeget deomp spered al lec'hienn hag e c'hoant da gaout kenlabourerien buan !
Fanny Chauffin pour ABP le 2/01/11 21:26

Setu ul lec'hienn nevez, leun a fent, graet gant krouerien a oa bet trec'h gant ar filmig farsus bet savet ganto er genstrivadeg "berr ha berr" er bloaz paseet. Setu ar skipailh o tigeriñ o lec'hienn nevez abaoe ar c'hentañ a viz Genver 2011. Degemer mat dezho !

ABP- "Pegoulz ho peus kroget da labourat war al lec'hienn-mañ ? Pell'zo ?"

- Padrig : Deuet e oa ar soñj ganin tamm-ha-tamm e 2010. Da gentañ em boa skrivet aozadur al lec'hienn war baper dre vras, hag e miz Du em boa kroget d'ober taolioù esae ha troet e oa bet ar pajennoù kentañ.

ABP -" Pet a dud a zo a dreñv ?"

- Un bern a zo a-dreñv ... Me, ma jez, ma-unan, Bibi ha Mab-e-Dad ! Gant ma vo un toullad mat dirak tamm-ha-tamm ivez ! Me ' garfe e vefe kaset bannoù treset din ha pa ne vefe nemet div garrezenn pe taolioù-esae. Sur on zo bet savet bannoù treset e brezhoneg er skolioù, er skolajoù paneveken, ha n'int ket bet embannet e neblec'h ebet.

ABP -" Peseurt raktres war un hir dermen ?"

-Daou soñj pennañ a zo : derc'hel da embann istorioù bet savet ganin (a bep seurt stumm zo gante) ha troiñ bannoù treset diwar ar galleg pe ar saozneg ; reoù a ya an aotre-implij Creative Commons gante.

Embann a rin pennadoù berr-berr diwar-benn ar bannoù treset kozh ur wezh an amzer. Evel-se e vo embannet tamm-ha-tamm ur sell war Istor ar bannoù treset e brezhoneg.

ABP -" Perak ne vefe ket ur c'henlabour etre ya !, mediaoù internet, hag all ?"

- Klask a ran lakaat ma fenn da genlabourat gant ma bizied ha ma urzhiataer evit krogiñ ganti ! Tro am eus bet da labourat gant Keit Vimp Bev dija hag e rin c'hoazh.

ABP -" Ha moaien vo en dazont da vezañ gopret evit seurt labour ?"

-Un tamm gwerzh-butun ur wezh an amzer, ya. Gounit bara, ne soñj ket din.

ABP - "Peseurt degemer ho peus bet gant ar re yaouank ? Ar re gozh ?"

-Klevet 'm eus e veze plijet krennarded gant ar bannoù bet embannet er gelaouenn Meuriad (troioù kaer an amprevanig Wil ar C'hwil). Ma gwreg n'eo ket gwall plijet gante ... Eüruzamant e soñj da'm Mamm n'eus ket farsusoc'h evidon daoust ma n'eo ket evit kompren brezhoneg !

Emichañs e vo klevet soñj an dud a lakao o anvioù evit resev al lizheroù kelaouiñ. Evel-se e c'hallin choaz bannoù treset da droiñ a blijo muioc'h dezhe.

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1302 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons